retour à la page d'accueil

pages 297, 298, 299

Pages 297, 298, 299

*******

Kentan devez warn-ugent a viz Ebrel

SANT ANSELM

Arc'heskob Kantorbery ha Doktor eus an Iliz (1033-1109)

nselrn a deuas er bed en kêr Aost, en Itali, er bla 1033. E vamm', eur wreg eus ar re wellan, a zeskas ^d'ezan abred karet Doue hag ai' Werc'hez.
Savet mat evel m'oa bet, Anselm, da bempzek via, a yeas da c'houlenn digor en eur manati eus e vro. Mes e dad a oa eur gwall zen hag hen a oa c'hoaz gwall yaouank ; setu ma ne oe ket kredet e zigemer.
Adalek neuze, ar pôtr yaouank a heuilhas eur pennad an hent a gas da goll. E dad a oa ive ken digar outan ma tec'has eus ar gêr. Goude bezan baleet bro epad pell am-zer, en em gavas en manati ar Beg, elec'h ma oa eur c'henvroad brudet d'ezan^ Lanfrank e hano, oc'h ober skol. Da gentan, Anselm, o skei war manati ar Beg, ne c'houlenne dor-zigor nemet keit m'en devoa ezom da chom evit kaout eun tamm deskadurez ; mes pa oe bet o vevan eus bue ar venec'h epad eur bla, e kavas an tanva kenkouls ma c'houlennas bezan digemeret da vat. Seiz vla warn-ugent a oa.

Pa oe hanvet Lanfrank da arc'heskob en Kantorbery, Anselm a reas skol en e blas, ha pa varvas an abad Harluin, e oe hanvet gant an holl da gemer e garg.

Gwilherm ar Rouz (1087-1100) ken fall evel kristen ha ma oa evel roue, a oa neuze en penn Bro-Zôz. C'hoant en devoa da vezan ken mestr war dreo an Iliz ha war dreo ar vro. Rei a rê an eskoptiou hag ar manatiou d'ar re a ginnige ar muian d'ezan, hag alïes, zoken, e chome eur pennad arôk hanvan den ebet enne, dre ma koueze en e yalc'h ar gonidegeziou a c'helled ober enne, keit ha ma chome goullo ar garg.

Evelse, da varo Lanfrank, e lezas arc'heskopti Kantorbery pevar bla hep pastor : mes o vezan kouezet klanv, e teuas doan d'ezan hag e hanvas (1093), abad ar Beg, sant Anselm, da arc'heskob en Kantorbery.

N'helled ket bezan kouezet gwelloc'h.

Gwasan oe, Gwilherm, pa bareas, a gouezas en e bleg koz. Derc'hel a reas gantan ar madou iliz ha dismegans a reas d'he gwiriou. Anselm a enebas, ha pa welas n'helle mui ober vad ebet en e eskopti, ken gwall-gaset oa, ec'h eas da Rom, elec'h ma oe digemeret gant enor gant ar pab Urban II. Urban a skrivas eul lizer da roue Bro-Zôz, da c'hourc'hemenn d'ezan lezel an ilizou en peuc'h ha resteuler d'an arc'heskob ar pez a vire outan eneb pep lealded.

Prest goude, Gwilherm a varve. Anselm a oa en Lyon, p'en em gavas gantan kelou ar maro. Herry, breur Gwilherm, a bignas neuze war drôn Bro-Zôz. Kentan reas a oe digemenn da arc'heskob Kantorbery dizrei d'ar gêr.

An emgleo etre Herry hag Anselm ne badas ket pell. Herry en devoa c'hoant da vezan pab ha roue er memes amzer; c'hoant en devoa e raje arc'heskob Kantorbery eskibien eus an holl veleien a vije bet kavet mat gantan.

Anselm a enebas.

« An neb ne zent ket ouz ma gourc'hemennou, a lavare ar roue, n'en deus gwir ebet da chom ken em rouantelez. »

Ar zant a respontas :

« Koz on, hag andraf on deut da vezan. Ar pez am eus c'hoaz a nerz a c'hell mont diganin. Mont a rin, koulskoude, da Rom; n' ho pezo biken netra diganin hag a c'hellfe ober gaou ouz enor ha liberte an Iliz santel. »

Ar pab Paskal II a eskummunugas ar re a roë aliou fall d'ar roue. Heman a blegas; hiviziken, n'eo ket hen a roio ar vaz-eskob hag ar walen da eskibien e rouantelez, mes ar re-man, goude o sakr, a brometo senti outan.

Eur bodad eskibien ha pennou-bras ar vro a gavas mat an treo-ze (1107). An emgleo a oe sinet etre gouarnamant an Iliz ha gouarnamant ar Vro.

Anselm a varvas daou vla goude, d'an 21 a viz ebrel 1109. Bezan e oe kaeran spered den a vevas en e amzer. Eun doktor eo hag eo par ar zantelez ennan d'ar ouiziegez. Poellek eo, dilorc'h ha karantezus. Seul-vui eo hegarat en kenver an dud dister, ha seul-vui eo bras en kenver an dud uhel. Daerou eur c'hrouadur a oa awalc'h evit tenerat e galon; gourdrouzou eur roue ne oant ket goest da lakat anezan d'ober van.

--------------------------


KENTEL

Dishenvel, mes nan dispartiet

Ar Gouarnamant a zo tra Doue, tra Doue, mestr ar c'horfou; an Iliz a zo tra Doue, tra Doue, mestr an eueou; an eil hag egile o deus bet eur garg digantan, dishenvel pep-hini aneze.

An Iliz he deus treo an ene da gas endro, anaoudegez ha karante Jezuz-Krist da gas dre ar bed. D'ar Gouarnamant eo treo ar c'horf  e labour eo lakat ar peuc'h etre an dud, ma c'hello madou an douar kreski. Dishenvel eo eta tachen an Iliz diouz hini ar Gouarnamant, hag an dishenveledigez-ze a zo bet merket gant Jezuz-Krlst e-unan, pa lavare : « Roët da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez a zo da Zoue ; » hag anavezet gant ar gristenien pa respontent : «Gwell eo senti ouz Doue evit senti ouz an dud ! »

An impalaer Justinian (534-565) a skriv en e lezennou : « Diou c'halloud a zo war an douar, unan gant an Iliz, eun all gant ar Gouarnamant. An Iliz he deus galloud war dreo an ene, ar Gouarnamant war dreo ar c'horf; o diou e teuont eus Doue. »

Ar pab Jelas (492-496) a skrive d'an impalaer Anastas : «Ar bed a zo diou c'halloud ouz e gas endro : hini an eskibien ha hini ar rouaned; ha ma sent an eskibien, evit treo ar c'horf, ouz gourc'hemennou ar rouaned, o c'houzout e teu o galloud digant Doue, ar rouaned, d'o zro, a dle senti ouz gourc'hemennou an eskibien, evit treo ar relijion, dre ma teu o galloud d'eze digant Jezuz-Krist.»

An impalaer Alexis Komnen a lavare e oa brasoc'h e c'halloud eget hini ar pab. Innosant III (1198-1216) a respontas d'ezan : « Doue en deus laket diou sklerijen gaer da baran war an douar, da lavarel eo, diou c'halloud : hini ar pab ha hini ar roue. An hini a sked en de, da lavaret eo, an hini ho deus galloud war dreo an ene, a zo kalz kaeroc'h evit an hini a sked en noz, ha keit a zo etre ar pab hag ar roue evel a zo etre an heol hag al loar ! »

Dishenvel eo eta an diou c'halloud, uheloc'h an eil evit eben, rak uheloc'h eo an ene evit ar c'horf, treo padus ar bed-all, evit treo bresk ar bed-man, mes ne dleont ket bezan dispartiet.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica