retour à la page d'accueil

pages 316, 317, 318

Pages 316, 317, 318

*******

Navet devez warn-ugent a viz Ebrel

Sant Per a Veron

Merzer (1206-1252)


Per a oa ginidik eus a Veron, en Itali. E gerent a oa manicheaned. Hogen, ar Vanicheaned a oaen amzer-ze ar pez m'eo ar Franmasoned en amzer-man. Troet war an hent fall evel ma oant, tud Per ne c'houlennent ket gwell eget gwelet o mab o vont d'o heul. 

A drugare Doue, en Veron ne oa mestr-skol ebet diouz o zu, ha Perig, er-mêz eus ar gêr, a dapas eur gelennadurez vat ha kristen. Eun abarde ma oa o tont eus ar skol, ec'h en em gavas gant eur eontr d'ezan, eun advokad, manichean penn-kil-ha troad.

- Petra teus desket hirie ? emezan.

Hag ar bugel, ken dinec'h ha tra, da lavaret :

- Me a gred en Doue, an Tad Holl-C'halloudeg, krouer an nenv hag an douar...

- Ro peuc'h, eme ar eontr, war eun ton garo, ro peuc'h. 

Mes ar c'hrouadur dispont a yeas betek penn e gentel.

- N'eo ket gwir ar pez teus lavaret, eme an advokad; Doue en deus krouet an nenv, mes an diaoul eo en deus krouet an douar !

Ar Vanicheaned a glaske rei da gredi e oa daou Zoue, unan hag a grouas an nenv ha kement a zo ennan, hag eun all a grouas an douar ha kement a zoug.


Touellerez Satan eo ne devoa laket ar greden-ze d'en em astenn. C'hoant en devoa, an êl lorc'hus zo anezan, da vezan adoret ha servijet evel doue, evel doue ar bed-man, doue ar blijadur, doue an hudurnez, doue al lonkerez, doue ar gwall-dechou, hag ar re a vije bet e zervijerien er bed-man a vije e sklavourien er bed-all.

Perig a respontas d'e eontr :

« An diaoul, emezan, n'eo nemet eur c'hrouadur dizent, zo laket gant Doue en pinijen hag a chomo en pinijen epad an holl eternité. »

An advokad, yennet gant eur bugel seiz vla, a reas e glemm d'an tad : « Arabad eo kas ken ar pôtr-ze d'ar skol, emezan, rak, anez, e heuilho ar relijion gristen, e teuio da vezan desket hag e raio gaou bras ouz hon c'hostezen ! »

An tad a c'hoarzas o klevet e vreur : « Kredennou eur c'hrouadur seiz vla, emezan, daoust hag ezom zo d'ober van oute ? »

Koulskoude e tennas e bôtr eus skol gristen Veron hag e kasas anezan da skol-veur Bologn; mes hounnez a oa ken kristen-all, ha deskadurez kalz uheloc'h a veze roët enni.

Eno, pell diouz e dud, Per a 'n em stagas da vat ouz lliz Rom; ober a reas anaoudegez gant sant Dominik, ha, da c'houezek vla, e c'houlennas gwiskan saë e Urz. Eur wech beleget, en em dôlas da brezek dre an Itali-uhellan.

E zantelez hag e viraklou a harpe e gomzou hag a roë d'eze eun nerz dispar. Alïes an ilizou a veze re vihan diouz an dud a zirede d'e selaou, hag e veze red d'ezan mont da brezek war ar plasennou.

Ar Vanicheaned, a golle gantan dre mac'h ee, a deuas da gaout kement a gâs outan, ma rojont arc'hant da zaou zen fall evit e lazan. D'ar 5 a viz ebrel 1252, Per a oa o vont eus a Rom da Vilan, pa oe darc'haoet gantan, en Barlasina, eun tol bouc'hal en e benn. An den santel a gouezas d'an douar hanter-varo, hag o c'hlebian e vizied gant e wad, e skrivas war an douar : « Me a gred en Doue. »

Ar muntrer-all a zarc'haoas eun tôl-all gant ar zant, a yeas betek ar galon hag e lazas mik.

Per n'en devoa c'hoaz nemet c'houec'h vla ha daou-ugent. War e ve e c'hoarvezas kement a viraklou ma oe laket e hano war roll ar zent, eur bla hepken goude e varo, gant ar pab Innosant IV.

-----------------------

KENTEL

Ar Franmasonerez


Ar Franmasonerez a zo eur vreuriez euzus, mar zo unan, a labour dre guz ha gwasan m'hall, da ziskar ar relijion, an tiegeziou hag ar rouanteleziou.

He izili a gemer an hano a Franmasoned, abalamour, war a lavaront, o c'harg eo sevel a-neve templ Salomon. Red eo mont dre ar Venec'h ru betek ar Vanicheaned evit kaout ar vammen aneze.

Al loc'hen gentan a zavas ar Franmasoned er Frans a oe grêt eu Pariz er bla 1725; hanter-kant vla goude, e oa ouspen pevar-ugent dre ar vro; kant hanter-kant vla goude, er bla 1875, e oa 400 lochen ha 400.000 Franmason; dre ar bed holl, e c'hell bezan 12.000 lochen, daou pe dri villion a Franmasoned o tarempredi aneze.

Ar Franmasonerez a zo bet kondaonet :

D'ar 27 a viz ebrel 1738, gant ar pab Klemant XII ; 

D'an 18 a viz mae 1751, gant ar pab Beneat XIV ; 

D'an 13 a viz gwengolo 1821, gant ar pab Pi VII ; 

D'an 13 a viz meurz 1825, gant ar pab Leon XII ; 

D'ar 25 a viz gwengolo 1865, gant ar pab Pi IX ; 

Ha d'an 20 a viz ebrel 1884, gant ar pab Leon XIII.

Ar Franmasoned a zo tud ha n'heller ket hanter ziskuilh o fallagriez, nag hanter stourm oute. I eo p deus digaset dispac'h 1789; i eo o deus laket dibennan ar roue Loeiz XVI; i eo a had, heb ehan, an dismanlr dre ar rouanteleziou; i eo a hij hag a zihij Kador sanl Per, gant eur gounnar-ifern, en esper he diskar; i eo o deus krouet, en o lochennou hudur, kement lezen fallakr a wask ar gristenien; i eo o deus digaset lezen an divors (1884), evit dismantr an tiegeziou; lezen ar skol dizoue (1882), evit koll ar vugale; lezen an disparti (1905), evit mougan an Iliz.

An Iliz ne vezo biken disharet, kaer o devo ar Franmasoned hag o mestr, an drouk-spered, skei warni, abalamour m'eman dorn Doue ouz he derc'hel en he zav; mes diouz ma poanio he bugale da viret he gourc'hemennou, da anzao he C'hredo ha da zifenn he gwiriou, e lufro muioc'h pe nebeutoc'h.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica