retour à la page d'accueil

pages 473, 474

Pages 473, 474

*******

Tregontvet devez a Vezeven

SANT POL

Abostol ar Baganed

------

aul, enebour kounnaret ar gristenien, gonezet d'ar gwir fe war hent Damas, a deuas da vezan an hini a c'houzanvas ar muian, marteze, evit brudan dre ar bed relijion Jezuz-Krist. Mont a reas, da gentan, da enezen Chypr; eno e konvertisas ar gouarner Pôl hag e kemeras e hano.

Adalek neuze, betek e varo, da lavaret eo, epad tri bla warn-ugent, e oe prezeger ar wirione dre ar bed holl; redek a reas an Azi izelan, ar Masedoan, ar Gtres, an Itali, ar Spagn. Lavaret a ra d'imp, en unan eus e liziri, ar reuziou a gavas war e hent : « A-benn pemp gwech, emezan, am eus bet nao dôl skourje ha tregont digant ar Judevien, ter gwech on bet skoet a dôliou gwial, eur wech a dôliou mein, ter gwech am eus grêt pense (2), eun devez hag eun nozvez on bet kollet war ar mor; ha nag a zanjeriou a-hendall, danjeriou war ar stêriou, danjeriou a-beurz al laeron, danjeriou a-beurz ar Judevien, danjeriou a-beurz ar baganed, danjeriou er c'hêriou, danjeriou war ar mêziou, danjeriou war ar mor, danjeriou a-beurz ar gristenien fall; ha nag a labour, nag a skuizder, nag a naon, nag a zec'hed, nag a yuniou, nag a yenien, nag a zienez; hag en tu-hont d'ar boan gorf-ze, laket ar boan-spered am boa gant an holl ilizou. »

Gwir en devoa da lavaret arôk mervel :

« Stourmet am eus ha stourmet mat, en em gavet on en penn ma hent, miret am eus ma fe. Gedal a ran breman ar gurunen am eus gonezet hag a roio d'in ma barner, en e lealded. »

Douget a oe, eun de, betek barr an nenv, ne ouie ket e-unan pe gant e gorf, pe heb e gorf, hag eno e klevas hag e welas treo ha n'hall ket teod an den komz aneze, kement emaint dreist traou ar bed-man.
Koulskoude, Doue, evit miret outan d'en em goll gant al lorc'h, en devoa lôsket gant Satan ar c'halloud da vroudan e gorf evit e zougen d'ar pec'hed. A-benn ter gwech e pedas Hon Zalver da bellàt dioutan an drouk-êl, ha Jezuz arespontas : «Ma gras az pezo, hag awalc'h eo; 'barz an dentasion eo e par ar vertu. »

Kleze ar verzerenti a lakas ar gurunen aour war e dâl, kurunen ar zantelez, an enor hag an nerz.

------------------

KENTEL

Kalon PôL oa kalon ar C'hrist

 

Sant Pôl, pebez den ! Estlammus eo ar pez en deus grêt evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Stourm a reas betek ar maro evit ar wirione; e dâl a oa kaletoc'h eget an dir; e galon krenvoc'h eget kasoni ar bed holl; goude bezan roët da Zoue e zanve, e spered, e galon, e amzer, kement a c'halle rei, eo en em roët e-unan; pebez karante ! Bevan rê, nan, n'eo ket hen eo a veve, ar C'hrist eo a veve ennan : pebez santelez !

Petra omp-ni en kenver ze ?

Daoust ha n'eo ket skornet hon c'halon evit an Otrou Doue ?

Hag eun dra bennak a reomp evit astenn e rouantelez dre ar bed ?

Hag anaout a reomp, eun tamm bennak, hon relijion ?

Ha gouzout a reomp perak eo red d'imp he heuilh ?

Petra c'hourc'hemenn da gredi ? Petra c'hourc'hemenn d'ober ?

Eun dra hepken zo red : kredi en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar greden-ze.

An hini a anave Jezuz-Krist, goude n'oufe netra-all ebet, a oar trawalc'h; an hini ne anave ket Jezuz-Krist, nag e oufe pep tra, en gwirione ne oar netra holl.

------------------

(2) Pense, naufrage.

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica