retour à la page d'accueil

pages 753, 754, 755

Pages 753, 754, 755

*******


Kentan devez a viz Du

GOUEL AN HOLL ZENT

-----------------

Gaudeamus omnes in Domino, a lavar d'imp hirie Hon Mamm zantel an Iliz. En em laouennaomp holl en Otrou, ma bugale ger, emezi; savet ho taoulagad warzu an nenv, gwelet ar bobl a zent ha n'hall den niveri, a bep bro, a bep gouenn hag a beb yez, en o zav en harz an trôn ha dirak an Oan, saeou gwenn-kann endro d'eze, al lili hag ar roz etre o daouarn.

Klevet aneze o kanan da Zoue, en eur deurel o c'hurunennou dirak e drôn : « D'ec'h-c'houi, Otrou,, eo ar gloar, an enor hag ar galloud, rak c'houi ho peus krouet pep tra, ha n'eus netra nemet dre ho polonte. »

Klevet telennourien ar baradoz o telennan war o zelennou kanaouen neve an Oan :

« An Oan-Doue a zo bet lazet evit dasprenan an dud gant e wad; Hennez eo a dle kaout galloud, furnez, nerz, enor, gloar ha bennoz. »

Hag an diskanerien o tiskanan : « D'an Hini a zo azezet war an trôn, ha d'an Oan, bennoz hag enor, ha gloar ha galloud eus an eil kantved d'egile da virviken. »

***

Evit en em gaout el lec'h m'emaent, ar zent-se o deus bet eur mor a enkrez da dreuzi, ha gwennet o deus o zaeou en gwad an Oan.

Abalamour da ze emaent dirak trôn an Otrou Doue hag e servijont anezan noz-de en e Dempl, hag an Hini a zo azezet war an trôn a chomo en o c'hreiz.

N'o devo mui na naon na sec'hed; nag an heol, na tommder ebet ne gouezo warneze; rak an Oan a zo en kreiz an trôn a reno aneze, hag o c'haso da feunteuniou an doureier a vue, ha Doue a zec'ho an holl daerou eus o daoulagad.

***

- E-touez ar zent-se eman ar Batriarched, a oa ken krenv o fe er Zalver da zont; ar Brofeted, a embannas rouantelez au drugare; an Ebestel, ha n'halle netra miret oute da brezek dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist; ar verzerien, hag a skuilhas o gwad kentoc'h evit nac'h o fe; êle an douar, a viras dinam lili arc'hantet o gwerc'hded; an dud desket, a zo bet, dre o deskadurez, sklerijen ar bed; an dud vat, a zo bet, dre o vertuziou. holen an douar.

- E-touez ar zent-se eman ar re a zo bet paour a spered; ar re a zo bet habask; ar re o deus gouelet; ar re o deus bet naon ha sec'hed eus ar wirione; ar re a zo bet trugarezus; ar re a zo bet glan a galon; ar re a gare ar peuc'h; ar re a zo bet heskinet evit ar wirione.

- Etouez ar zent-se eman tud hon bro, tud ha n'o deus grêt trouz ebet o tremen war hent ar vue, tud hag hon deus bevet gante, tud hag hon deus karet kalz, hag o deus karet ac'hanomp muioc'h c'hoaz; tud hag o deus desket d'imp anaout ha karet an Otrou Doue...

***

- Hirie eman o gouel; kasomp d'eze hon meuleudiou mesket gant hon fedennou. El lec'h m'int en em gavet, ni ive a c'hall en em gaout : n'hon deus nemet heuilh o roudou hag ober ar pez o deus grêt. Siou fall o devoa eveldomp; marteze zoken oa gwasoc'h o re evit hon re; mes deut int a benn aneze; kizellet o deus o eneou gant kizel ar boan, epad pell amzer, ha deut int da vezan mignoned an Otrou Doue.

Ar pez o deus grêt, red eo d'imp hen ober ive; peotramant e vefe gwell d'imp ne vijemp ket bet ganet biskoaz; an ifern a zo ken euzuz, ar baradoz a zo ken lirzin !

Sant Augustin hag e vamm, santez Monika, a oa eun abarde e-tal ar mor, en kêrig Osti, hag en keit ma oant o sellet ouz bravente ar vro, e oent savet a spered hag a galon betek an nenv. Mes ne bignjont ket pep-hini d'e dro; pignal a rejont an eil krog a-vriad en egile, o rei da anaout an eil d'egile an dudi a garge o c'halonou. An daoulagad o paran war daoulagad Doue, ar galon o 'n em harpan war galon Doue, hag an daouarn krog en daouarn ar re a garomp; an dra-ze, o padout da virviken, eo ar baradoz.

Ha c'hoaz, nan, n'eo ket an dra-ze eo ar baradoz, rak sant Pôl a lavar : « Lagad an den n'eus ket gwelet, nag e galon n'eus ket tanvaet ar pez a zo ôzet gant Doue d'ar re a zo karet gantan. »

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica