retour à la page d'accueil

pages 848, 849, 850

pages 848, 849, 850

*******

Seizvet devez a viz Kerdu

SANT AMBROAZ

Eskob ha doktor eus an lliz

(***-397)

-------------


Ar zant-man a oa ganet en Trêv, war-dro ar bla 340. E gerent a oa pinvidik hag a ligne uhel, hag an impalaer Konstantin en devoa laket e dad da c'houarn hon bro, a oa d'ar mare-ze dindan galloud ar Romaned; kristenien vat oant ive, hag eur plac'h yaouank eus ar familh he devoa skuilhet he gwad evit Jezuz-Krist. Goude maro he fried, mamm Ambroaz a deuas da Rom evit gallout êsoc'h a ze skola he bugale.

Peurc'hrêt gantan e studi, Ambroaz a oe hanvet da c'houarner kêr vras Milan.

Pevar bla so e oa er gêr-ze, pa deuas an eskob Auxans da vervel.

Pobl Milan hag an eskibien diwar-dro a 'n em zastumas en eun iliz evit hanvan eun all en e blas; mes n'hallent ket en em glevet, ha kelou a oe kaset d'ar gouarner e oant en em rannet en diou gostezen, hag an eil a oa ken kounnaret ouz eben ma oant prest d'en em gannan. Ambroaz a deuas d'an iliz evit lakat ar peuc'h. Komz a reas gant nerz, mes ive gant dousder; an holl hen selaoue gant evez, pa oe klevet eur pôtrig yaouank o lavaret : « Ambroaz da eskob ! » Kerkent ar bobl a youc'has a bouez penn : « Ambroaz da eskob ! Ambroaz da eskob ! »

Ambroaz ne felle ket d'ezan kredi ar pez a gleve, rak ne oa ket c'hoaz badezet. Biskoaz n'en devoa son jet bezan beleg; hag an impalaer Konstantin en devoa difennet ouz an dud en karg reseo an urziou sakr.

Diskouez a reas eta ne felle ket d'ezan, evit priz ebet, bezan eskob. Epad an noz e kuitaas Milan, mes ken tenval oa ma ne ouie ket pelec'h ec'h ee, ha pa zavas an de, e welas e oa dizroet adarre da gichen kêr.

Kaset a oe kelou d'an impalaer, ha Valantinian I a skrivas e-unan eul lizer d'e c'houarner, hag el lizer-ze e lavare d'ezan e oa bet meurbed eurus o klevet ar pez a oa digouezet. Diwar neuze, Ambroaz ne enebas mui ha, dindan eiz devez, e oe badezet, beleget ha grêt eskob.

Goude-ze ne reas nemet studian ar Skritur-Zakr, pedi ha labourât da zovetât an eneou. Nebeut amzer a roë d'ar c'housked, hag alïes ne gemere tamm arôk an abarde. Poanial a reas, dreist-oll, da zifenn ar fe katolik eneb an Arianed hag an heretiked a oa en e eskopti, ha dont a reas a benn, dre e brezegennou, da lakat eun ni ver bras aneze da zistrei ouz Doue; unan eus ar re vrudetan aneze a oe Augustin, a zo deut da vezan eur zant hag eun doktor bras en Iliz.

Ambroaz ne varc'hataas ket da zerc'hel penn d'an impalaer Theodoz, en devoa grêt lazan 7.000 den eus Thesalonik, abalamour tud ar gêr-ze a oa 'n em zavet eneb e ofiserien. An eskob a skrivas d'ezan dioustu evit e alian d'ober pinijen, ha disklerian reas d'ezan ne vije ket lavaret an oferen dirakan, keit n'en dije ket goulennet pardon digant Doue.

An impalaer ne reas ket kalz a van eus al lizer-ze, hag eun nebeut deiou goude, e fellas d'ezan mont en iliz evel ar gristenien-all. War an treujou, e kavas ar zant, gwisket gantan e zilhad-oferen : « N'et ket pelloc'h, emezan. Penôs e kredet-hu klask mont en ti an Otrou Doue goude eun torfed ken bras ? Penôs e c'hallet-hu evan gwad Hon Zalver Jezuz-Krist, c'houi hag ho peus grêt lazan kement a dud ha ne oa netra da damall d'eze ? En em dennet eta evit n'ho pezo ket eur pec'hed muioc'h war ho konsians ! » An impalaer ne gredas ket mont en iliz, hag epad eiz miz ne oe darempred ebet etrezan hag an eskob. Koulskoude, gouel Nedeleg a dostae. Theodoz a oa meurbed tenval e benn. « Ha penôs, emezan eun devez d'e vrasan mignon, penôs e vefen laouen ? Al laeron a c'hall mont en iliz da bedi Doue; ouzin-me hepken au nor a zo serret ? Hag ouspen, n'hallan ket ankouât komzou Jezuz d'e Ebestel : « Ar pez ho pezo pardonet war an douar a vezo pardonet en nenv. » N'halle mui harz, hag eun devez e kemer hent an iliz. Ambroaz a oa war an treuzou.

- Petra glasket ? emezan raktal d'an impalaer.

- Ne glaskan, eme Dheodoz, nemet ar pardon, ha pedi a ran ac'hanoc'h da rei d'in ar pez a roët d'ar brasan pec'herien; gourc'hemennet d'in ar binijen a garfet, hec'h ober a rin.

An eskob kalonek a roas d'ezan eur binijen, ha goude e tigoras d'ezan dorojou an iliz.

« Ambroaz hepken, a lavare divezatoc'h Theodoz, en deus diskouezet d'in petra eo eun eskob. »

Sant Ambroaz en deus skrivet ive kalz levriou kaer.

Mervel a reas ar 4 a viz ebrel 397. Bras eo e c'halloud en nenv, evel ma oa war an douar.

E ouel hag e ofis a ve grêt ar 7 a viz kerdu, abalamour ma 'z eo bet sakret eskob da genver an de-se.

------------------


KENTEL

Kenteliou sant Ambroaz

Da gentan. — Ked eo gouzout pegouls tevel, evit gallouit prezek mat.

D'an eil.— Eur spered es hag eun doare chentil a blij da beb unan hag a c'hone kalonou an holl.

D'an trede. — En eur drec'hi e dechou fall e tiskuiez an den eo mestr d'ezan e-unan.

D'ar pevare. — Ar c'hristen a dle ober pep tra evit Doue, ma fell d'ezan e teufe pep tra da vat gantan.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica