retour à la page d'accueil

page 926, 927, 928

Pages 926, 927, 928

*******

Pempzekvet devez a viz Eost

PARDON ITRON-VARIA-AR-GOZ-ILIZ

en parouz Planiel

----------

...C'hoaz zo eur plas dreist ar re all 

Ar Goz-Iliz, kichen Kamarl, 

Ar Goz-Iliz, en Planiel, 

War vord an ôd en Kamarel.

Evelse e lavar ar werz koz, savet en enor da Itron-Varia ar Goz-Iliz.

N'e ket awalc'h mont da oueliou ha pardoniou ar zent ; anaout o doare, o bue, a zo red ive. Henvel awalc'h ouz ar pez a gaver en levr Bue ar Zent, ar gwerziou savet endro da bardoniou koz Breiz-Izel e kaver enne, war an dro, istor ha kelennadurez. Hon tadou o frene 'vel lod ar pardon, o c'hane hag a deske evelse ar pep kaeran eus istor o Bro.

No vo ket gwelloc'h kontet, en nep stumm, istor ar Goz-Iliz, ,evit nan eo 'barz ar werz eman aman war-lerc'h ar pennadou kaeran anezi.

Sant Modez, bet marvat o welet Sant Tual er Goz-Yaudet, a bôzas, en eur dremen en Planiel, hag a chomas eno c'houec'h da brezek ar fe.

Sant Modez deut da Blaniel

Chom epad c'houec'h miz er c'hastel,

Sklerijenni ra an ôtro

Badezi ra an holl war-dro.

Monet reont nao eun devez, 

An ôtro hag ar prins Modez, 

An itron ha pevar vugel, 

Gant diou vatez, da Gamarel.

En briz heol eus deliou ar c'hoad, 

War vord an ôd e zo êr vad ; 

War an dinen c'hlas azeet, 

Prezegen Modez da glevet.

Eil vab an ôtro deu 'n e benn 

Tapout eur rozennig spern-gwenn ; 

Monet 'ri 'vit he displantan, 

Hag er mor kerkent da ramplan.

Ar mor o tanzen dichalan 

Gas an ôtro yaouank gantan... 

Ar maro sko en o c'halon, 

An tad zota gant ar spouron.

War-lerc'h e vab en dour redet. 

Siouaz d'ean, neuial n'oar ket ; 

Distroadet eo gant ar mare, O daou en riskl bras o bue.

Gant an itron 'n'e ket disket 

Pedenno ar gatoliked ; 

En em lakat ra da bedi 

'N doueo fôz d'o farei.

Mes sant Modez a bed ar Werc'hez Vari. Chilaouet eo ; eur wagen a doug an tad hag ar mab war ar zec'h. Gant al levenez o devoa, e prometjont sevel eur chapel d'an Hini 'n evoa o zalvet.

Vit testent ar burzudo, 

Tleer sevel eur chapel vrao, 

Eur chapel goant pe eun iliz, 

Da darempredi gant Breiziz.

Sant Modez a gan er chapel-ze an oferen gentan .hag a va goude da Bleraneg da gerc'hat eur beleg da lakat en he zervij.
Ar burzudou c'hoarvezet eu Kamarel o deus gwriennel don .devosion ar Werc'hez 'barz kalonou ar gristenien. Setu kaeran faim a digouezas

Gant pemp den eus a gêr Pontre,

Et en traou gant eur vag neve.

O tremen dre al Ledano, 

E lavarent o fedenno, 

Daoulinet o femp asambles, 

Da westlan o bag d'ar Werc'hez,

Goude 'ch ejont war rôk ganti,

Evit pesketa brizili,

Neve grog e oa al lano,

Pa weljont 'bep tu gwagenno.

N'helled na roenvial na levial. 

'Mesk ar gwagenno o ruilhal ; 

Daou vartolod batorlet krenn, 

Liou ar maro en o c'herc'hen.

Gant anken vras en o c'halon, an tri-all a bed an Itron-Varia-Gamarel, ha setu kerkent,

Daou flamm tân diskenuas d'o c'hât,

Unan yeas 'bep tu d'ar vag.


Ar Werc'hez o tiskouez ar golo d'eze, ar pemp marlolod a digoue en Kamarel, ouz ar vered, hag a ra ter dro d'hec'h iliz. An daou c'holo a ya ebarz ; int a chom ouz toull an nor du drugarekât o Mamm vat ken ma teu, da veure, ar beleg da lzvaret e oferen.

Perak e toug ar chapel an hano a Goz-Iliz ? Ar werz a rospont war ze penôs gwechall e oa ter barouz en Planiel : Kamarl, Sant Anton ha Pen-al-Lann ; chapel ar Werc'hez eo « koz iliz" Kamarl.

Ar pardon a ve d'ar 15 a viz eost, hag a zigor da hanter-noz, dre oferen ar belerined, a bleustr ar pardon muioc'h en noz 'vit war an de.

Pardon ar Goz-Iliz an eus miret e liou kristen ; ha dre ze, glizen an ne a zalc'h da gouezan puilh el lec'h. binniget-se. Tud klanv, tud nammet a deu da c'houlen ar yec'hed : martoloded hia soudarded. 

'Deu da c'houlen digant o Mamm 

Distrei d'ar gêr yac'h ha dinam.

Pa dizroont, e teu gante donêzonou d'ar Werc'hez. 

En penn-trok eus he madelez.

Goude, e chomont da vevan en harz he chapel, da c'hortoz mont en he c'hichen d'ar baradoz,

Da ganan d'ezi kantiko, 

En brezoneg, langaj o bro.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica