retour à la page d'accueil

pages 99, 100, 101

Pages 99, 100, 101

*******

Trede devez a viz C'houevrer

SANTEZ JENOVEFA

Patronez Parîz ha difennourez ar Frans (422-512)

Er bla 429, sant Jermen, eskob Auxerr, ha sant Loup, eskob Troyes, en eur vont da Vreiz-Veur da zispenn |ar falskredennou a vrude Morvan etouez ar Vretoned, a dremenas dre Nanter, ter leo diouz Pariz. Eleiz a dud en em vodas endro d'an eskibien, da glask o bennoz, ha da selaou o c'homzou. Daoulagad sant Jermen a zigouezas d'eze paran war eur verc'hig vihan, he hano Jenovefa, hag e kavas he dremm ken seder ha ken santel, ma reas d'ezi tostât outan.

Goulenn a reas he hano, kelou eus he c'herent, hag o vezan ma oant war al lec'h, e lavaras d'eze :

« Eun de a vennoz a baras warnoc'h, en de m'eo deut ar verc'h-man en ho ti. An êle o deus kanet d'he ginivelez, hag an Otrou Doue a raio, dre he dorn, burzudou kaer etouez an dud. »

Goulenn a reas neuze digant Jenovefa ha falvezout a raje ganti ober le da viret he gwerc'hded. Ar plac'hig a lavaras e oa ar c'hoant-se en he c'halon. Jermen a reas neuze d'an dud mont d'an iliz, ha goude bezan kanet ar gousperou, e westlas anezi da Zoue.

Adalek neuze, Jenovefa a lakas muioc'h a aked evit biskoaz da vezan eur skouer a zantelez. Da bevarzek vla, e wiskas dilhad al leanezed, ha da varo he zud, ec'h eas da chom da Bariz, da di he maeronez.

Eun nebeut blaveziou goude, eskob Pariz he lakas da superiorez war al leanezed ha war an intanvezed o devoa gwestlet o bue da Zoue, er gêr-ze.

Eun devosion vras he devoe da zant Denis. Alïes ec'h ee da bedi war e ve, ha dont a reas a benn da lakat sevel eun iliz warnezan. En iliz-ze eo e pareas, eun devez, daouzek den a oa et an drouk-spered en o c'horf.

Koulskoude, Satan, o welet santelez he bue ha kaerder hec'h oberou, a yeas en kounnar hag a glaskas he heskinat muian m'hallas. Eun nozvez ma oa o vont d'an iliz da ganan ar Pellgent gant he leanezed, e vougas he goulou. Mes Jenovefa a allumas anezan a-neve, ha kaer en devoe an diaoul c'houezan goude, ar goulou ne varvas ket ken.

Satan, o welet e kolle e amzer, a glaskas neuze ober droug d'ar zantez en eun doare-all : lakat a reas tud da embann ne oa Jenovefa nemet eur plac'h chouchet, kalz gwelloc'h da welet evit da gavet. N'eo ket souezus, o vezan ma ver primoc'h da gredi an droug evit ar vad, ar geier-ze a oe lonket gant eleiz a dud.

Setu er mareou-ze, sant Jermen a dreuzas Pariz evit an eil gwech, hag a c'houlennas kelou eus gwerc'hez Nanter. Ar bobl a lavaras d'ezan e oa 'n em roët d'an drouk-spered.

Jermen, koulskoude, a reas e gas betek ti al leanez, ha goude bezan he saludet, e lavaras d'ar Barizianed : «Gwelet ar peniti-ze, emezan, a zo e leuren glebiet gant daerou ar werc'hez-ze karet gant Doue, hag a vezo eun de ho silvidigez.» Komzou Jermen ne zalejont ket da zont da wir. Attila, lezhanvet Gwalen-Doue, a deue eus broiou ar zav-heol war broiou ar c'huz-heol, gant 500.000 den goue ouz e heul, hag a hade dre ar vro ar spouron hag ar maro. Ker Metz a oa en tan; kêr Reimz a oa goullo; en Pariz, e oa eünet pep tra evit mont kuit; an treo talvoudusan a oa sammet er bagiou; e oad o tanzen kuitât, pa deuas Jenovefa da lavaret d'he c'henvroïz, en hano Doue, n'o devoa nemet pedi d'ober, hag ar gouezidi ne deujent ket warneze.

Hi hec'h-unan en em dennas en iliz Sant-Stephan, elec'h m'eman breman iliz-veur an Itron-Varia. Eleiz a yeas d'he heul  pedi a oe grêt c'houek hag an treo a c'hoarvezas evel m'he devoa lavaret (451).

Pemp pe c'houec'h miz goude ma oa et Attila eus ar vro, Merove, roue ar Franked, a lakas seziz war Bariz, a oa c'hoaz dindan galloud ar Romaned. Ken pell e padas ar brezel, ma savas diwarnan eur gernez vras en kêr. Jenovefa a zovetaas bue he c'henvroïz evit an eil gwech. Mont a reas gant unnek lestr bras d'ar Champagn, da gestal eus an eil kêr d'eben. Paean rê an aluzen a roëd d'ezi, dre vurzudou ha pareansou souezus. Peadra a deuas ganti da vagan ar Barizianed. Rak-se, rouaned Frans, Merove ha Ghilperik, daoust d'eze da vezan paganed, o devoa kalz doujanz eviti. Klovis hag e bried Klotilda he gwele alïes, ha war hec'h ali eo e lakjont sevel iliz Sant-Per ha Sant-Pol, a zougas divezatoc'h he hano.

Da dek vla ha pevar-ugent ec'h eas da bardonan da Dour, var be sant Martin. En dizro, e kouezas klanv hag e varvas, d'an dri a viz genver 512.

Pobl Pariz an eus kemeret Jenovefa da batronez, hag a zo prim da c'houlenn he skoazel.

---------------------------


KENTEL

Ar zent patron


Ar zent a gar o nesan hag a zo karet gantan. Ar maro, elec'h lazan ar garante-ze, ne ra nemet he lakat da vleunian kaeroc'h-kaer.

« Netra, eme sant Paulin, d'eur mignon d'ezan, ne ziframrno achanout eus ma memor. Keit ha ma vezin em c'horf, daoust e ve pell etrezomp, e tougin ac'hanout bepred en goueled ma c'halon. Bepred e vezi harp ennon; gwelet a rin ac'hanout em spered; briata rin ac'hanout  em c'halon, ha pa vezo torret an ereou a stag ac'hanon ouz ma c'horf, e tougin ac'hanout bepred em spered, hag o kimiadi diouz ar bed-man, ne gimiadin ket diouzit, rak an ene leun a vue hag a vemor, evel ma n'hall ket mervel, n'hall ket ankouât kennebeut.»

Ar zent, en nenv, a dalc'h da garet ha d'ober vad d'ar re o deve bet karet ha grêt vad d'eze war an douar. Ar zent. en nenv, bro ar sklerijen hag ar garante, a zo anaoudekoc'h eus a ezommou o nesan, karantezusoc'h en e genver ha galloudusoc'h war galon an Holl-C'halloudeg evit pa oant war an douar.

Abalamour da ze, e tleomp pedi alïes an eneou santel hon deus anavezet war hent ar vue, hag a zo nijet en gloar an Otrou Doue. Abalamour da ze ive, e tleornp pedi alïes ar zent hag ar zentezed a zougomp o hanoiou, o deus bevet en hon c'horn-douar, a zo bet dibabet gant hon zud koz da batroned ha da batronezed hon farouziou, hon eskoptiou hag hon broiou.

Evel a lavare ar re goz ' zo g wir :

Ma n'hon selaou ket sent hon bro,

Piou eta hen hon selaouo ?


*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica