retour à la page d'accueil : Trédarzec en-dro d'ar bajenn-digemer : Tredarzeg

 

Traon Meur * Traou Meur

 

 

 

 

i

 

 

i

ITRON VARIA TRAOU MEUR


DISKAN : O Itron Varia Traou Meur
Er memez feiz evel breuder
En ho chapel ken enveet
Tud Tredarzeg 'zo daoulined.

l

Hag en Traou Meur, deiz ar pardon

zo tantad ha procession

An dud vit meuli Mamm Doue,

 A gan krenv eur c'hantig nevez.

2

Kanan reont a greiz kalon

en enor d'o mamm, d'o itron

En yez hon bro, ar brezonneg

Ve klevet mouez tud Tredarzeg

3

Deut omp holl d'ho drugarekaat,

Divac'hoch Mari, hon mamm vat,

War ho prec'h ho pugel divin ...

Ni 'zo stouet war hon daoulin.

4

Itron Varia henter-est

Pedet hon Doue hag hon mestr

Da skuil warnomp holl e vennoz

War an dud klanv hag an dud koz.

5

 Zikouret a bugel bian

Da gerzet abred, kuit a boan,

Da gerzet war hent ar vuhez

War hent a gas da zoul.

6

Breman, e chapel ar werc'hez

Vez gwelet ar veign minerez

Eun aoter hag a bado pell

Graet gant mein kalet Breiz Izel

7

Aman, e bro kaer zant Erwan

Zo labourerien tud a boan

Hag a bed Mari d'ho zikour

Ha da vinigan o labour.

8

Gwerc'hez hon zikouret er bed

D'ober hon dever war a c'hed

Da vezan goude evurus

Ganac'h e baradoz Jesus.

*******

 

retour en tête de page / en dro d'ar benn ar bajenn / back to to page-head